Son nevez var sujet bro ann aour hanvet ar C haliforni
4 pages
Français

Son nevez var sujet bro ann aour hanvet ar C'haliforni

Le téléchargement nécessite un accès à la bibliothèque YouScribe
Tout savoir sur nos offres
4 pages
Français
Le téléchargement nécessite un accès à la bibliothèque YouScribe
Tout savoir sur nos offres

Description

Chanson en breton sur feuille volante portant sur laruée vers l'or en CalifornieSon nevez var sujet bro ann aour hanvet arC'haliforniVers 1865, signé C.V.Bibliothèque Municipale, Rennes.1. Me ho suppli, tostàit amâ,Tostait hac e clefot cana,Bian ha bras, pinvidik ha paour,An tenor deus a vrô an aour.2. En Amerik, dreist ar môr bras,Pell, pell ac'han, ia, pell siouasA zo eur c'hontre pehiniA zo hanvet Californi.3. N'eus ket pell amzer er vrô-zeNe voëler nemed loëned goê :Na ty, nac os, nac hent, na tud,Nemet coajou ha loêned mud.4. Breman zo tri bloa, pe var dro,En tal rivier Sacramento,Eur rivier vras d'eus ar c'hontre,A teurvejont sevel tye.5. Tud a vicher, artisanet,Gant binviou oue di casset,Evit toulla fondamanchouHa ive sevel mogueriou.6. Mes pa gomansjont da doullaE comansjont da estouna :Kenta tôl piguel d'eus acoêt,Eur pes aour fin ho d'eus cavet.7. Eur peç aour flam, melen ha pur,Sellet outan voa 'r blijadur !Tregont lûr frank, ê boêjou Franç,Boêze ar peç 'bars er velanç.8. Hag hi da doulla adare :Tri peç a kefjont en deis-seBemde toullent, ha dre ma c'hent,E kavent aour fin var ho c'hent.9. Martolodet deut d'ober dourLec'h ma voaint ho tenna aour,'Vel m'ho goêljont, estonet bras,Da vont d'ho vetec 'desertas.10. Chetu oue casset archerienEvit clask an desertourien ;Mes ar re man p'ho deus guelet,Oc'h-unan a zo dizertet.11. Hac int da dumial ar blenen,Ha da glask aour gant ho sabrenDre ma glaskent, aour a gavent ...

Informations

Publié par
Nombre de lectures 211
Langue Français

Extrait

Chanson en breton sur feuille volante portant sur la ruée vers l'or en Californie
Son nevez var sujet bro ann aour hanvet ar C'haliforni
Vers 1865, signé C.V. Bibliothèque Municipale, Rennes.
1. Me ho suppli, tostàit amâ, Tostait hac e clefot cana, Bian ha bras, pinvidik ha paour, An tenor deus a vrô an aour.
2. En Amerik, dreist ar môr bras, Pell, pell ac'han, ia, pell siouas A zo eur c'hontre pehini A zo hanvet Californi.
3. N'eus ket pell amzer er vrô-ze Ne voëler nemed loëned goê : Na ty, nac os, nac hent, na tud, Nemet coajou ha loêned mud.
4. Breman zo tri bloa, pe var dro, En tal rivier Sacramento, Eur rivier vras d'eus ar c'hontre, A teurvejont sevel tye.
5. Tud a vicher, artisanet, Gant binviou oue di casset, Evit toulla fondamanchou Ha ive sevel mogueriou.
6. Mes pa gomansjont da doulla E comansjont da estouna : Kenta tôl piguel d'eus acoêt, Eur pes aour fin ho d'eus cavet.
7. Eur peç aour flam, melen ha pur, Sellet outan voa 'r blijadur ! Tregont lûr frank, ê boêjou Franç, Boêze ar peç 'bars er velanç.
8. Hag hi da doulla adare : Tri peç a kefjont en deis-se Bemde toullent, ha dre ma c'hent, E kavent aour fin var ho c'hent.
9. Martolodet deut d'ober dour Lec'h ma voaint ho tenna aour, 'Vel m'ho goêljont, estonet bras, Da vont d'ho vetec 'desertas.
10. Chetu oue casset archerien Evit clask an desertourien ; Mes ar re man p'ho deus guelet, Oc'h-unan a zo dizertet.
11. Hac int da dumial ar blenen, Ha da glask aour gant ho sabren Dre ma glaskent, aour a gavent, Caout a rent aour fin dre ma c'hent.
12. Neuse oue casset eur bagad
Soudardet fresk, soudardet mad, 'Vit goud petra voa er vrô-ze D'eus pehini dân na retorne.
13. Ar zoudardet p'ho d'eus guelet, 'Vel ar re-all zo dizertet, Evit clask aour a gréis calon, Ha caout arent hep toulla dôn.
14. Ar c'habiten pa n'eus goëlet Voa he eskoaden dizertet, Hep tabourin na pavillon A retornas d'he c'harnison.
15. San-Francisco zo'r guear vian, Eur guerrik stris, neubeut ledan, Rea devoa, evel er Roc'h. Eur pemp cant dên pe neubeutoc'h
16. Di retournas hon c'habiten Pa zistroas hep he vanden, Mezus 'vel eur c'hy ve lacat En bec he lost eur voutes koat.
17. Pa raportas d'he gomandant Penoas voa bet he accidant, Hon c'habiten oue kemeret Evit eun dèn diskientet.
18. Gaër en devoa, na grede dên [1] Penaos er Placer, n'ho c'hichen, E caver aour, evel c'hoad, En mesk ar fank, an douar pri.
19. Kentoc'h e vije bet credet E voa taguet he zoudardet Gant an aër-vôr, creis ar c'hoajo, Petramant gant ar c'huilet dero.
20. Prestic gouscoude he credjont, Evel sant Thomas, pa voêijont, Pa voëljont aour d'eus ar Placer 0 tont a zamou 'bars en ker.
21. Kement den valid oa er plaç D'ar Placer souden a redas, A redas souden d'ar blenen Evit dastum an aour melen.
22. 'Rog fin ar ziun ar vourc'hichen A re ho hunan ho zouben Rac mevelien 'vit pris ebet Na vije er c'hartier cavet.
23. Ar Prefet eus an depàrtamant Faut eur mevel, memesamant, A renke skuba e gambc'hou A cira e votinesou.
24. Eun dèn capabl, seul wije paour 'Rog mont da blenen an aour, A dra certen, 'rog hir amzer, A retorne crokant d'ar guer.
25. Pep hini rê, en ber langach, Mil skoët ar ziun, pe davantach. 'Rac 'lies dên en d'eus cavet 'Neubeut amzer he c'hoec'h mil skoë.
26. Prest dren oll bed eo eet ar vrud Demeus eun enveleb burzud,
Ha d'eus a bevar c'horn ar bed Tud d'ar vrôze zo diredet.
27. D'eus Franç, Brô-Zaos ha d'eus ar Spagn, D'eus ar Pruss hac an Allamagn, Ha memes d'eus fonç an Asi, E red an dud d'ar C'haliforni.
28. Hirie an déis, a dra certen, A zo eno daou c'hant mil dèn, Mes pa vije cant kement all A vije c'hoas plaç da re-âl.
29. En pad cant vloas, ha cant ouspen, Na zisourfont ket ar blenen, P'an d'he guir zo er Placer-ze Ouspen tri mill leo a garre.
30. Mes, chelaouet, -'bars er vrôze Mar dé commun an aour neve, Ar bevanç a zo ker meurbet, A lojéis mad n'a n'eus ket.
31. Eun ty evel eul loch glaouêr A goustfe d'ech 'bars er Placer Cant skoët ar ziun da neubeutan, Ha c'hoas a refe glao ennan.
32. C'hoas na po ket eur prezic paour Evit dastum ho tamou aour, Nag eur chiminal d'ober tân, Ho coèle ve eur bern trouscan.
33. Peb lûr bara a goust eno Ugent real, pe var dro, Hac eur voutaillat guin-ardant Daou scoêt deo guennec en arc'hant.
34. Uguent real a goust canna Eur rochet voén hac en cec'ha, Eis skoêt coust eun doussen huo Hag he fritan marteze nao.
35. Ar patates 'bars ar c'hanton, Dréist an traou-all zo diraison, Eul lûr patates poas eno 'Goust pris eun danvad en hon brô.
36. Ha gouscoude 'bars er c'hontre 'Vanket main da sevel tye : Na vank na goên na dour mad Mes dôn na c'houl ho labourat.
37. Rac betec hent kement hini Arri 'bars er C'haliforni A grog ennan eul goêl glenvet Arroéz an aour a c'he hanvet.
38. An hini n'eus eur sort clenvet Ne capab d'ober man ebet, Nemert clask aour bars er Placer Keît a neve alan d'ober,
39. Mes, ma Doue ! ar c'hlenvet ze Nan, neket eur c'hlenvet neve Ha niver dud bars er vrô-man Cals pe neubeut d'eus anean.
40. Tud a beb stad, labourerien, Artisanet, tud a bluen, Tud a gleze, tud a justiç,
Leanezet, tud a illis; 41. Bien ha bras, yaouank ha koz, En Spagn, en Franç, hac en Brô-Zaos, Oll he claskomp, dre mil voyen, Flourat he c'hov d'hon yalc'higuen. 42. Ha mar piij doc'h ma zôn neve Gant aoun me ar c'hlenvet ive, Incontinent mad he caffen Ma prenfach tout peb a eillen. 43. Monet da vro an seur a zo bet pell amzer C'hoantegues kals a dud pere zo c'hoas er guer Groet mad ho deveus, herves ma santimant, Ne brofiter netra o veza re gourmant : 44. Eun dervez Fanch ar Foit a zamas he azen Evil mont d'ar Placer da glask an aour melen Mes d'eus eno tistroas eb ky, azen nac aour, Hac hido ar reuseudik a zo kasset da baour. C. V. 1. ↑Eur placer eo an hano ve roèt d'ar blenennou bras en pere he ve cavet an aour nevez.
  • Univers Univers
  • Ebooks Ebooks
  • Livres audio Livres audio
  • Presse Presse
  • Podcasts Podcasts
  • BD BD
  • Documents Documents